Passionné(e) de lecture ? Inscrivez-vous gratuitement ou connectez-vous pour rejoindre la communauté et bénéficier de toutes les fonctionnalités du site !  

Mont a raio kuit

Couverture du livre « Mont a raio kuit » de Goulc'Han Kervella aux éditions Skol Vreizh
Résumé:

War c'houlenn un tad a familh eo em eus skrivet ar pezh-c'hoari-man~ : e vab, 18 vloaz, a oa klan~vet trumm diwar ar c'hlen~ved skizofreni. Seizh vloaz war-lerc'h e oa en em zistrujet. C'hoant en doa an tad e vefe savet ur pezh-c'hoari diwar an istor trist-se. Evit sikour anezhan~ da harpan~... Voir plus

War c'houlenn un tad a familh eo em eus skrivet ar pezh-c'hoari-man~ : e vab, 18 vloaz, a oa klan~vet trumm diwar ar c'hlen~ved skizofreni. Seizh vloaz war-lerc'h e oa en em zistrujet. C'hoant en doa an tad e vefe savet ur pezh-c'hoari diwar an istor trist-se. Evit sikour anezhan~ da harpan~ ouzh ar glac'har hag ivez, marteze, ar re yaouank, klan~v o spered ha darev d'en em zistrujan~. Goulc'han Kervella Er ge^r, e-barzh an ti, war-dro unnek eur vintin, eman~ an tad hag ar vamm, oc'h aozan~ o zraou` evit mont d'an aod. Reverdi vras a zo. Evit klask gweltrez ha kregin, e-penn kentan~ an han~v. Laouen int. Ar pellgomz o senin~. O mab triwec'h vloaz eo, echu e studiou` keginerezh e Kemper, bet e vachelouriezh, eman~ o labourat en ur pred-ti e Kastellin.
Komzou` iskis a zo gantan~ : tud a zo o klask lazhan~ anezhan~. Mantret eo ar vamm hag an tad. Kerkent ez eont da Gastellin. Pennfollet eo ar mab, ur gontell vras a zo gantan~, kuzhet dindan e chupenn. Evit en em zifenn. Trumm eo c'hoarvezet e varrad follentez. Mestr ar pred-ti n'en doa merzhet netra ken ha neuze, panefe e oa bresk ar paotr yaouank. Kalet eo ar vicher-se, emezan~. Kaset eo ar mab d'ar ge^r gant e dud. Galvet ar medisin. O klevet e gomzou` hag e zoareou` iskis e laka ar medisin da vezan~ degemeret en ospital Boharz, ur c'hlan~vdi evit ar c'hlen~vedou`-spered. « Gant ar c'hlen~ved skizofreni eman~ ho mab ! »

Donner votre avis