Passionné(e) de lecture ? Inscrivez-vous gratuitement ou connectez-vous pour rejoindre la communauté et bénéficier de toutes les fonctionnalités du site !  

Hag un den ez eus anezhan

Couverture du livre « Hag un den ez eus anezhan » de Primo Levi aux éditions Mouladuriou Hor Yezh
Résumé:

Ganet e voe Primo Levi d'an 31 a viz Gouere 1919 e Torino ha d'an 11 a viz Ebrel 1987 ez eas d'an Anaon, e Torino ivez, kêr vras hanternos Italia.
Unan eus brudetañ dreistbeverien ar Shoah eo bet. Yuzev italian anezhañ, kimiour dre e vicher, da skrivagner ez eas a-benn diskouez, treuzkas ha... Voir plus

Ganet e voe Primo Levi d'an 31 a viz Gouere 1919 e Torino ha d'an 11 a viz Ebrel 1987 ez eas d'an Anaon, e Torino ivez, kêr vras hanternos Italia.
Unan eus brudetañ dreistbeverien ar Shoah eo bet. Yuzev italian anezhañ, kimiour dre e vicher, da skrivagner ez eas a-benn diskouez, treuzkas ha displegañ e skiant bet prenet e kamp peurlazhañ Auschwitz, ma voe toulbac'het e Monowitz e-kerzh ar bloavezh 1944.
Dizilpleg e chom e varv. Lod a lavar ez eo ur gwallzarvoud al lamm en deus graet en e skalieroù, lod all a soñj dezhoeo en em lazhet.
Skrivet en deus Primo Levi "hag un den ez eus anezhañ" (se questo è un uomo) gant ar soñj e oa limmet dreistbevañ ha testeniañ. War e veno e oa bet rakjedet gant oberierien ar Shoah, ouzhpenn klask enulliñ ur bobl en he fezh, ez afe an torfed e poull an dinac'h hag an ankounac'h, ur wech echu ar brezel. En un danevell skrijus, fromus, terrupl, savet diwall vall, e ro deomp da anavezout buhez pempdeziek kamp Auschwitz ha stourm ar brizonidi evit talañ ouzh ar spont n'en deus anv ebet dezhañ.
Dezrevellañ a ra, dre fedoù ha munudoù en tu all d'an dic'houzañvus, petra eo bet dizenekaat an eneoù hag ar c'horfoù.

Donner votre avis